Avel Em Fenn - Lun 1añ a viz Even
Julien Antoine, a lak ar gaoz diwar an tournamant ultimate a vo e bro Oueloù an dibenn sizhun a zeu. Ur seurt Frisbee a-stroll eo an ultimate. Ur sujed kinniget gant Typhaine Leon, deus Radio Kreizh Breizh ha radio Treger Goueloù.
Florent Grouin, deus Brezhoweb a gont deus an heuliadenn avantur nevez kinniget gant ar chadenn internet : Nomad war an hent !
Dominique Allain, a zo aet d’an anaon pemzektez zo. Tomm e oa kalon Dominique gant sevenadur Breizh. Hiriv eo kistion deus al levr en doa embannet diwar an anvioù familh e Breizh.
Keleier : Anton Burel
Stajiadez Roudour Karaez : Klervi Herve